Iskevrennad eus | carrier-capable fighter monoplane with 1 engine, military monoplane with 1 tractor-piston-propeller engine |
---|---|
Implij | carrier-capable fighter |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Stad | Japan |
Oberataer | Morlu Impalaeriezh Japan, Servij nij Morlu Impalaeriel Japan |
Manufacturer | Mitsubishi Heavy Industries |
First flight | 1 Ebr 1939 |
Armament | Type 99 |
Powered by | Nakajima Sakae |
Military designation | A6M, Zeke |
Diorroer | Mitsubishi Heavy Industries, Mitsubishi |
Treset gant | Jiro Horikoshi |
Lakaet er servij | 1940 |
Service retirement | 1945 |
Deskrivet dre | Flying Legends |
Ar Mitsubishi A6M “Zero” a oa ur chaseour bombezer skañv implijet gant Morlu impalaerel Bro-Japan e bourzh an ien nijerezed eus 1940 da 1945. Daoust ma oa Zeke e anv kod ofisiel e-touez ar Gevredidi e oa anavezet gwell dre e lesanv a Zero, deuet eus e anv er morlu impalaerel, chaseour bourzh a seurt 0, da lâret eo Rei shiki Kanjo sentoki (零式艦上戦闘機), berraet en un doare ofisiel e Rei-sen eus tu ar Japaned. Ar berradur a veze implijet ar muiañ avat e-touez an nijerien japanat eus ar mare-se (evel e-touez ar Japaned hiziv) a oa Zero-sen, rak ar gerioù saoznek zero ha gallek zéro a oa bet degaset e Bro-Japan e diwezh an XIXvet kantved gant an ijinourien saoz ha gall a veze degemeret evit sevel un industriezh hag un arme vodern. Anavet e oa an nijerez eta dindan an anv Zero e-touez ar Gevredidi ha Zero-sen e-touez ar Japaned.
Pa oa kroget d'ober gantañ abred en Eil Brezel-bed e veze sellet ouzh ar Zero evel an hini varrekañ er bed a-douez an nijerezioù emgann kaset gant un douger-nijerezioù, war un dro embregadus-kenañ ha gouest da vont pell-kenañ[1]. En taolioù emgann kentañ e c'hounezas ar Zero ur vrud vojennel evel karr-nij emgann, gant 12 karr-nij diskaret evit pep zero distrujet[2], met e-kreiz 1942 ur meskaj taktikoù nevez hag an implij eus ur sterniadur gwelloc'h a roas an tu da nijerien ar Gevredidi d'en em gannañ gant ar Zeroioù en un doare kempouesoc'h[3]. Implijet e veze ivez an nijerezed-se gant an IJNAS alies evel chaseourien diazezet war an douar. E 1943, gwanderioù a denne da zesign ar c'harr-nij hag an diouer a gefluskerioù galloudusoc'h a lakaas ar Zeroioù da goll muioc'h-mui a efedusted a-enep chaseourien nevez ar Gevredidi o doa un nerzh tennañ, un hobrejon, hag un tizh brasoc'h, hag a oa tost o embregadusted da hini ar Zeroioù. Daoust d'ar Mitsubishi A6M da vezañ erru dispred e 1944 ne voe ket kemeret e lec'h morse penn-da-benn gant seurtoù nijerezed japanat nevesoc'h. E-pad bloavezhioù diwezhañ Brezel ar Meurvor-Habask e voe implijjet ar Zeroioù evel karr-nij kamikaze[4] E-doug ar brezel e voe savet muioc'h a Zeroioù evit forzh peseurt karr-nij japanat all[5].